"Disheñvel omp toud, med par memestra "

E beg an Europ
D'an deir sunvez a viz eost, Plozeved, e penn pella kornog Breizh, hanter hent etre Kemper ha Beg ar Raz, a zeu da veza kroaz-hent ar bed. War-dro 800 arzour, kannaded un deg bro bennag eus ar pemp kevandir, zo bodet er barrez. Beb bloaz, e-pad ur sunvez, e vez hor c'hêr, a boan 3000 den o chom enni, aloubet evid he brasa plijadur gant tost da 30 000 gweladenner. Un heg kaset da benn gant plijadur gant 200 den a youl vad eus hor c'hevredigez a lak o foan da sevel ur program a hellfe c'hoantaad meur a gêr e-touez ar re vrasa. Lakaad a reont ur birvilh spontuz, heb dihan, e ruiou ar vourhadenn : arvestou, sonadegou, dibunadegou, marhad an artizaned, banneou digor-kalon gant sonadegou, baleadennou, diskouezadegou ha kement zo… war-dro tregont arvest pe zarvoud en oll… Un dra a-bouez braz evid ar re a ra war-dro ar programou : kinnig d'ar festivalourien ur c'hempouez reiz etre an arvestou a ranker paea evito hag an darvoudou digoust… evel-se e hell an oll dond.
 

 


Deus "Fest ar biniawou" d'ar "Mondial'folk"
Savet e 1974, e voe ar fest folklorel anvet "Fest ar biniawou", adaleg ar penn kenta, unan deus ar re vrawa e Breizh. E 1983, en ur zigeri he doriou d'ar c'henta strolladou deus broiou estren, eo deuet da veza ur "Festival folklorel etrevroadel". Abaoe, dre an nor zigor-se, zo deuet tost da 8000 arzour deus broiou estren. Ha hiziw an deiz e heller lavared e-neus grêt ar "Mondial'Folk", lesanvet aliez "Lestr ar Peoc'h" gant ar mediaou, ur paouez e kement bro zo er bed. Laoskit ar c'hartennou-post a-gostez ! Amañ, e-tal delwenn vrudet ar sonerien ez eus birvilh ! Muzik, kanaouennou, gwiskamañchou, dañsou…Imor vad a-leiz ha startijenn ! Ur galv d'ar vuhez, ha netra ken : ar vuhez a zo o leuhi en daoulagad, o achanta an diouskouarn hag o lakaad an treid da zañsal. Levenez ar bobl, yahuz, brokuz, dieub, evel etre breudeur.
 

 


Un engav etre traou diguñvez
hag hengounel na heller ket dioueri

Ma heller kaoud poan o kredi er genskoazell a gomzer diwar he fenn, en huñvre e hell an harzou beza diskaret ken aez ha tra, hag ivez er fed e hell ar c'hrehen hag an ideou en em veska en un doare ken brao, ne heller ket nac'h e teu Plozeved da veza, gand son ar biniawou, e-pad ur sunvez, ul lec'h ma vez grêt enni anaoudegez gant bep seurt tud dihortoz, dindan merk ar vignoniaj hag ar peoc'h.

Pierrot Bosser & Rémy Strullu